A bep tu d'al Leger du
Eflennoù hirvoan a-regennad
O sevel uhel en oabl o gwernioù sonn.
Du-mañ du-hont ur wezenn-onn :
Tul gwer o krenañ en aezhenn.
Gorre lor an dour : melezour splann
O tameuc'h an daolenn :
Deñved gwenn iskis en oabl glas
Ha bolz-enor ar gwez bras.
Islonk hag ec'honder troad-ouzh-troad.
Eflennoù hirvoan a-regennad
O sevel uhel en oabl o gwernioù sonn.
Du-mañ du-hont ur wezenn-onn :
Tul gwer o krenañ en aezhenn.
Gorre lor an dour : melezour splann
O tameuc'h an daolenn :
Deñved gwenn iskis en oabl glas
Ha bolz-enor ar gwez bras.
Islonk hag ec'honder troad-ouzh-troad.
Un delienn rous o tiskenn eus an ec'honder.
Un delienn rous o sevel eus an islonk.
Gant an hevelep tizh : gorrek hag a-skij
An hevelep ment o-div, an hevelep liv
A-skij unan goustad o tiskenn
A-skij unan goustad o sevel
War gorre lor an dour e pok an eil d'eben
N'eus mui 'met un delienn
A dalc'h da vont, plaen,
da heul he flanedenn.
Un delienn rous o sevel eus an islonk.
Gant an hevelep tizh : gorrek hag a-skij
An hevelep ment o-div, an hevelep liv
A-skij unan goustad o tiskenn
A-skij unan goustad o sevel
War gorre lor an dour e pok an eil d'eben
N'eus mui 'met un delienn
A dalc'h da vont, plaen,
da heul he flanedenn.
An delienn
- An delienn
- Pen-men
- 15 marins
- Dañs Plinn
- Shootish
- L’artilleur
- Ihala
- War bont an Naoned
- La Moldau
- Le corsaire
Bran texty
- 1. Trois matelots du port de..
- 2. Tri Martolod
- 3. Son Ar Chistr
- 4. Le corsaire
- 5. An hini a garan
- 6. L’artilleur
- 7. 15 marins
- 8. Quand je menai mes chevau..
- 9. Les trois p’tits frères
- 10. Ihala